Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Ar c'hleze a zo war he zouellerien: ra zeuint da vezañ diskiant! Ar c'hleze a zo war he re galonek: ra vint kollet!

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:36
22 Referencias Cruzadas  

Neuze e voe lavaret ur c'heloù da Zavid: Akitofel a zo e-touez an emsaverien gant Absalom. Ha David a lavaras: Da bediñ a ran AOTROU, disc'hra kuzul Akitofel.


Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhañ kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.


Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.


Evel-henn e komz an AOTROU, ho tasprener, Sant Israel: Abalamour deoc'h em eus kaset tud a-enep Babilon, ha lakaet anezho holl da vezañ tec'hidi, ha youc'h ar Galdeiz a zo klevet war al listri.


Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,


Anavezout a ran, eme an AOTROU, e fouge; aner eo e vrabañserezh, aner eo o oberennoù.


Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.


Setu perak he zud a zibab a gouezho war he leurioù, hag hec'h holl dud a vrezel a vo kaset da get en deiz-se, eme an AOTROU.


drezout em eus brevet ar mesaer hag e dropell, drezout em eus brevet al labourer-douar hag e denn, drezout em eus brevet ar c'houarnerien hag ar renerien.


Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.


hag eo aloubet e ribinoù, hag eo devet e c'heunioù dre an tan, hag eo spouronet an dud a vrezel.


Abaoe ma oa bet savet Ninive, e oa evel ur stank leun a zour… Tec'hout a reont… Arsavit! Arsavit!... Met den na zistro.


Setu, da bobl a zo maouezed ez kreiz. Dorojoù da vro a zo digor da'z enebourien, an tan a lonk da sparloù.


An holl re a welo ac'hanout a dec'ho pell diouzhit, hag a lavaro: Ninive a zo distrujet! Piv en devo truez outi? Pelec'h e klaskin frealzerien dit?


dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c’houstiañs gant houarn tomm,


c’hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez’ en deus ar c’hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac’hane e teu ar c’hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos