Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:37
20 Referencias Cruzadas  

Deuit ha gwelit oberennoù an AOTROU, an distrujoù en deus graet war an douar.


Diwisket int bet, an dud a galon greñv, bez' e oant o kousket, hag an holl dud nerzhus-se n'o deus ken kavet o daouarn.


En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi.


Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.


d'an holl veskad, da holl rouaned bro Uz, da holl rouaned bro ar Filistined, da Askalon, da C'haza, da Ekron, d'an nemorant eus Asdod,


da holl rouaned Arabia, da holl rouaned an dud mesket a zo o chom er gouelec'h,


Keriod a zo kemeret, e greñvlec'hioù a zo tapet, kalon brezelerien Moab a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.


Kaldea a vo ur preizh, an holl re a breizho anezhi o devo o gwalc'h, eme an AOTROU.


Deuit a-enep dezhi a bep tu, digorit he solieroù, mac'hit anezhi evel bernioù, kasit anezhi da get, ra ne vano ken netra!


drezout em eus brevet ar marc'h hag ar marc'heger, drezout em eus brevet ar c'harr hag an hini a oa warnañ,


drezout em eus brevet ar paotr hag ar plac'h, drezout em eus brevet an den kozh hag ar bugel, drezout em eus brevet an den yaouank hag ar plac'h yaouank,


Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.


Ra gouezhint ar c'hloazidi d'ar marv war zouar ar C'haldeiz, ha re doullet en he straedoù!


Kush, Pud ha Lud, an holl Arabia ha Kub, hag holl vibien bro an emglev, a gouezho ganto dre ar c'hleze.


Leuniet e viot ouzh va zaol a gezeg, a sterniadoù, a c'halloudeien, a vrezelourien, eme an Aotrou AOTROU.


Setu em eus droug ouzhit, eme AOTROU an armeoù, lakaat a rin an tan ez kirri, hag ez aint e moged, ar c'hleze a lonko da leoned yaouank, tennañ a rin eus ar vro da breizh, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.


Setu, da bobl a zo maouezed ez kreiz. Dorojoù da vro a zo digor da'z enebourien, an tan a lonk da sparloù.


Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos