Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Ar sec'hor a zo war he doureier: ra vankint! Rak ur vro a idoloù eo, sot int gant o idoloù euzhus.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:38
19 Referencias Cruzadas  

Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.


Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,


me a lavar d'an donder: Disec'het e vi, da stêrioù a gasin da hesk,


ho mamm a vo goloet a vezh, an hini he deus ho kanet a vo dismegañset. Setu ma vo an diwezhañ eus ar broadoù, ur gouelec'h, un douar krin, ul lanneg.


Disklêriit e-touez ar broadoù hag embannit kement-se, savit ar banniel, embannit kement-se, na guzhit netra, lavarit: Babilon a zo tapet, Bel a zo mezhekaet, Merodak a zo torret. Hec'h idoloù a zo mezhekaet, he zoueoù a zo torret.


Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.


Setu perak e teu an deizioù ma kastizin skeudennoù kizellet Babilon, hec'h holl vro a vo mezhekaet, hec'h holl c'hloazidi d'ar marv a gouezho en he c'hreiz.


Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kastizin he skeudennoù kizellet, hag ar c'hloazidi d'ar marv a glemmo dre ar vro holl.


Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoù o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoù.


Evañ a rejont gwin, hag e veuljont an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein.


E-pad ma oa Paol ouzh o gortoz en Aten, e oa kounnaret e spered ennañ e-unan o welout ar gêr-se leuniet holl gant idoloù.


Ar c’hwec’hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec’has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol.


War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar.


Tud kêr a lavaras da Joaz: Laka da vab da zont er-maez ha ma varvo, rak diskaret en deus aoter Baal ha troc'het hec'h ashera.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos