Jeremiaz 50:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
39 Loened gouez ar gouelec'h o devo eno o zoulloù gant an aourgon, ar struskañvaled a zeuio da chom eno, ne vo biken tud o chom eno, ne vo ken annezet a oad da oad.
Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.
Rak ur vroad a bign a-enep dezhi eus an hanternoz, lakaat a raio he bro da vezañ ur gouelec'h, ha ne vo den o chom enni. Den ha loen a dec'ho, mont a raint kuit.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.