en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.
E savet em eus eus an hanternoz hag e teuio; eus ar sav-heol e c'halvo va anv, kerzhout a raio war ar briñsed evel war ar fank, evel ma vac'h ar poder ar pri.
Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniañ dirazañ ar broadoù, evit dizeren gourizoù ar rouaned, evit digeriñ dirazañ an dorojoù, hag an dorojoù ne vint ket serret:
Piv ne zoujfe ket ac'hanout, Roue ar broadoù? Kement-se a zo dleet dit, rak e-touez re furañ ar broadoù, hag en holl rouantelezhioù, den n'eo heñvel ouzhit.
Pa vint tommaet, e kinnigin da evañ dezho, o mezviñ a rin, evit ma laouenaint ha ma kouskint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme an AOTROU.
Setu perak e teu an deizioù ma kastizin skeudennoù kizellet Babilon, hec'h holl vro a vo mezhekaet, hec'h holl c'hloazidi d'ar marv a gouezho en he c'hreiz.
Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.
Hag e kasin warnoc’h ar c’hleze a veñjo va emglev; pa en em zastumot en ho kêrioù, e kasin ar vosenn en ho touez hag e viot roet etre daouarn an enebour.
Gwalleur d'ar mêsaer dizellezek, a zilez an tropell! Ra gouezho ar c'hleze war e vrec'h ha war e lagad dehou! Ra zisec'ho e vrec'h, ha ra vo dall-mik e lagad dehou!