Setu perak lavar da vibien Israel: Me eo an AOTROU , me a denno ac'hanoc'h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed, me a zieubo ac'hanoc'h eus ho sklaverezh, me a zaspreno ac'hanoc'h dre ur vrec'h astennet ha barnadegoù bras.
Evel-henn e komz an AOTROU, ho tasprener, Sant Israel: Abalamour deoc'h em eus kaset tud a-enep Babilon, ha lakaet anezho holl da vezañ tec'hidi, ha youc'h ar Galdeiz a zo klevet war al listri.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ya, lamet e vo digant an den kreñv ar re a zo dalc'het gantañ, ha tennet e vo e breizh digant an den spontus, rak me a dabuto a-enep da enebourien, me a zieubo da vibien.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliñ, hanaf va c'hounnar. Ne evi ken dioutañ en amzer da zont,
Evel-henn e komz an AOTROU, a ro an heol evit bezañ sklerijenn an deiz, a reizh al loar hag ar stered evit bezañ sklerijenn an noz, a faout ar mor hag e goummoù a groz, a zo e anv AOTROU an armeoù:
Diskouez a rez trugarez e-keñver milieroù, hag e taskorez direizhder an tadoù e bruched o mibien war o lerc'h. Te eo an Doue bras, ar Galloudeg, a zo e anv AOTROU an armeoù,
Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?
Gouzañv gwentloù ha kri, merc'h Sion, evel ar wreg o wilioudiñ! Rak bremañ ez i eus kêr hag e vi o chom er parkeier, hag ez i betek Babilon. Eno e vi dieubet, eno e vi dasprenet gant an AOTROU eus dorn da enebourien.
Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.
dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c’hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.