Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mibien Israel ha mibien Juda a zo bet gwasket a-gevret. An holl re o deus harluet anezho o dalc'h, ne fell ket dezho o lezel da vont.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:33
16 Referencias Cruzadas  

Met Faraon a lavaras: Piv eo an AOTROU ma sentfen ouzh e vouezh en ur lezel Israel da vont kuit? N'anavezan ket an AOTROU ha ne lezin ket Israel da vont kuit.


Ma ne fell ket dit o lezel da vont kuit, setu, ez an da skeiñ war da holl zouar gant raned.


a droe ar bed e ur gouelec'h, a zistruje ar c'hêrioù, ha na zigore ket an ti d'e brizonidi?


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


rak en lakain e dorn da waskerien, ar re a lavare da'z ene: Pleg evit ma tremenimp! Neuze e raes eus da gein evel un douar, evel ur straed evit an dremenidi.


Setu ar yun a fell din: Distag ereoù an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev,


E vibien a vo evel gwechall, e vodadenn a vo startaet dirazon, hag e kastizin an holl re a wask anezho.


An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos