43 Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
Goulennit ha gwelit hag-eñ e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?
Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.
Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ.
Ur reder a redo en arbenn d'unan all, hag ur c'hannad en arbenn d'unan all, da gemenn da roue Babilon ez eo tapet e gêr a bep tu,
Klevet hon eus an trouz a gement-se, hon daouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennomp, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.