Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 13:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 13:8
21 Referencias Cruzadas  

O zud a zo dinerzhet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c'hlasvez tener, evel foenn an toennoù, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.


Eno ur grenadenn a zo kroget enno, un enkrez evel hini ur wreg a wilioud,


Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiñ a c'houzañv gwentloù hag a gri en he foanioù, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!


Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?


Goulennit ha gwelit hag-eñ e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?


Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.


Petra 'welan? Spontet int, treiñ a reont o c'hein, o zud kreñv a zo lakaet a-dammoù, hag e tec'hont hep distreiñ. Ar spont a zo a bep tu, eme an AOTROU.


Keriod a zo kemeret, e greñvlec'hioù a zo tapet, kalon brezelerien Moab a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.


Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.


Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ.


Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.


Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.


Poanioù an hini a wilioud a zeuio warnañ, ur mab diskiant eo, en amzer dereat n'en em zalc'h ket evit gwelout an deiz.


Dirazo e kreno ar pobloù, an holl zremmoù a zrouklivo.


Skrapadeg, reuz, distruj! Ar galon a deuz, an daoulin a gren, an divgroazell a zo er glac'har, hag an holl dremmoù a zroukliv.


Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos