Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.
Goulennit ha gwelit hag-eñ e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?
Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.
Me a raio da Elam bezañ spouronet dirak o enebourien ha dirak ar re a glask o buhez. Hag e kasin warno an droug, va c'hounnar entanet, eme an AOTROU. Hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo o c'haset da get.
Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo krenoù-douar e meur a lec’h, naonegezhioù ha trubuilhoù. An traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.