Salm David. D'an AOTROU eo an douar ha kement a zo ennañ, ar bed hag ar re a zo o chom ennañ.
Jeremiaz 47:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: Setu doureier a bign eus an hanternoz; dont a reont da vezañ ur froud o tic'hlannañ, hag e tic'hlannint war ar vro ha war ar pezh a zo enni, ar c'hêrioù hag ar re o chom enno. An dud a laosko kriadennoù, hag holl bobl ar vro a yudo. |
Salm David. D'an AOTROU eo an douar ha kement a zo ennañ, ar bed hag ar re a zo o chom ennañ.
Ra laouenaio an neñvoù ha ra drido an douar gant levenez, ra dregerno ar mor gant kement a zo ennañ,
Yud, dor! Garm, kêr! Bez holl er spouron, douar ar Filistined! Rak eus an hanternoz e teu ur moged, pep hini o terc'hel e renk ennañ.
Mont a ra o c'hriadennoù a-dro-war-dro da harzoù Moab, o hirvoudoù betek Eglaim, o hirvoudoù betek Beer-Elim.
Diougan diwar-benn traonienn ar gweledigezhioù. Petra 'zo ganit, pa'z eo pignet da holl bobl war an toennoù?
Lakaat a rin ar varnedigezh da vezañ eeun hag ar reizhder da vezañ rezet. Ar grizilh a gaso kuit repu an touell, an doureier a veuzo kuzh ar gaou.
Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.
Hag an AOTROU a lavaras din: Eus an hanternoz eo e tichadenno an droug war holl dud ar vro.
Ar broadoù o deus anavezet da vezh, ha da griadenn a leugn an douar, rak da re greñv o deus strebotet an eil war egile, hag o-daou int kouezhet a-gevret.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU d'ar profed Jeremiaz, pa zeuas Nebukadnezar roue Babilon da skeiñ gant bro Ejipt, er gerioù-se:
Huanadit: Penaos eo bet torret? Penaos e tro kein Moab en e vezh? Moab a vo ur c'hoapadenn hag ur spont evit an holl re a vo en-dro dezhañ.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ur bobl a zeu eus bro an Hanternoz, ur vroad vras a savo eus pennoù an douar.
Diouzh tu Dan e vez klevet c'hwirinadeg e gezeg, an holl zouar a gren gant trouz gourriziadennoù e re greñv. Dont a reont da zebriñ ar vro hag ar pezh a zo enni, kêr hag ar re a zo o chom enni.
Nerzhoù al liñvadenn a vo beuzet a-zirazañ, hag e vint bruzunet, kenkoulz ha penn un emglev.
Met dre ul liñvadenn e raio un distruj klok eus lec'h ar gêr-mañ, hag an deñvalijenn a redo war-lerc'h e enebourien.
Met mar lavar unan bennak deoc’h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d’an idoloù, na zebrit ket abalamour d’an hini en deus roet deoc’h an ali-se hag en abeg d’ar goustiañs, rak: D’an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
Bremañ c’hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h.
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.