Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Bremañ c’hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Deoc’h‐hu breman, tud pinvidic! Gouelit hag hirvoudit, abalamour d’ar malheuriou a ia da gweza varnoc’h.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 5:1
36 Referencias Cruzadas  

Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.


An hini a fizi er pinvidigezhioù a gouezho, met an dud reizh a vleunio evel ur skourr.


Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.


Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg.


Er straedoù o devo gwisket seier, war an toennoù ha war al leurioù pep hini a yudo hag a zirollo da ouelañ.


Setu perak en em c'hourizit a seier, hirvoudit ha huanadit, rak kounnar entanet an AOTROU n'eo ket distroet diwarnomp.


Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,


ha lavar: Piv oa da vamm? Ul leonez gourvezet e-touez al leoned, o sevel he re vihan e-touez al leonedigoù.


Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Yudit: Devezh paour!


Labourerien-douar, bezit mezhek; gwinierien, garmit en abeg d'ar gwinizh ha d'an heiz: rak kollet eo eost ar parkeier.


En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.


Dihunit, mezvierien, ha gouelit! Ha c'hwi holl, everien gwin, garmit en abeg d'ar gwin nevez, rak lamet eo eus ho kenoù.


Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoù.


Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.


Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.


Savet eo an heol gant e dommder, sec’het en deus ar c’heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù.


C’hwi er c’hontrol, a zispriz ar paour! Ha n’eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac’hanoc’h hag a stlej ac’hanoc’h dirak al lezioù-barn?


Bremañ, ouzhoc’h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc’hoazh d’ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c’hounit.


Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c’hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos