Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 46:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 An Ejipt a zo un annoar gwall-gaer, met an distruj a zeu, dont a ra eus an hanternoz.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 46:20
8 Referencias Cruzadas  

Hag an AOTROU a lavaras din: Eus an hanternoz eo e tichadenno an droug war holl dud ar vro.


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.


Merc'h an Ejipt a vo mezhek, lakaet e vo etre daouarn pobl an hanternoz.


Ra ne dec'ho ket ar skañvañ, ra ne redo ket ar c'hreñvañ! En hanternoz, war ribl stêr Eufratez, e strebotont hag e kouezhont!


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu doureier a bign eus an hanternoz; dont a reont da vezañ ur froud o tic'hlannañ, hag e tic'hlannint war ar vro ha war ar pezh a zo enni, ar c'hêrioù hag ar re o chom enno. An dud a laosko kriadennoù, hag holl bobl ar vro a yudo.


Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,


Efraim a zo evel un annoar doñvaet en em blij o tornañ ar greun, met ouzh e c'houzoug kaer e tostain, hag e stergnin Efraim, Juda a droio an douar, Jakob a freuzo ar mouded.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos