Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 46:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Gra da bak evit an harlu, annezadez, merc'h an Ejipt, rak Nof a zeuio da vezañ ur gouelec'h, distrujet e vo, ne vo den o chom enni.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 46:19
14 Referencias Cruzadas  

Priñsed Zoan o deus kollet o skiant, priñsed Nof en em douell, pennoù ar meuriadoù a laka an Ejipt da ziheñchañ.


evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.


Perak e profedez en anv an AOTROU o lavarout: An ti-mañ a vo evel Silo, hag ar gêr-mañ a vo gwastet ha ne vo ken a dud enni? Hag an holl bobl a vodadas en-dro da Jeremiaz e ti an AOTROU.


Setu ez an da reiñ un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan. Hag e lakain kêrioù Juda da vezañ ur gouelec'h, hep den ebet.


Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz diwar-benn an holl Yuzevien a oa o chom e Migdol, en Tapanez, e Nof hag e bro Batroz, er gerioù-se:


Disklêriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c'hleze a lonk en-dro dit.


Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec'hioù.


Troad den ne dremeno enni, ha troad loen ebet ne dremeno kennebeut, hag e-pad daou-ugent vloaz ne vo ket poblet.


Lakaat a rin bro Ejipt da vezañ ur glac'har e-touez ar broioù glac'haret, he c'hêrioù a vo distro e-pad daou-ugent vloaz e-touez kêrioù rivinet. Hag e stlabezin an Ejipsianed e-mesk ar broadoù, hag o strewin e meur a vro.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.


Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.


Gwalleur d'an dud a zo o chom e-kichen ar mor, da vroad ar Geretiz! Komz an AOTROU a zo a-enep deoc'h, Kanaan, douar ar Filistined! Da zistrujañ a rin betek na'z po den ken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos