Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 46:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù, evel an Tabor etre ar menezioù, hag evel ar C'harmel er mor, dont a raio.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 46:18
20 Referencias Cruzadas  

Dit eo an neñvoù, dit ivez eo an douar. Diazezet ec'h eus ar bed ha kement a zo ennañ.


Hon Dasprener a zo anvet AOTROU an armeoù, Sant Israel.


Rak kemer a reont anv ar gêr santel, hag en em harpont war Doue Israel, a zo e anv: AOTROU an armeoù.


Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv.


Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!


Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.


setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!


Moab a zo drailhet, e gêrioù a bign e moged, an dibab eus e dud yaouank a ziskenn d'al lazhadeg, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.


Pep den a zo amoet en anaoudegezh, pep orfebour a zo mezhek eus e skeudenn gizellet, rak e draoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezh enno.


Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.


Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.


Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.


na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo.


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


roue Kedesh, unan; roue Jokneam war ar C'harmel, unan;


hag e stoke an harz ouzh Tabor, ha Shashazima, ha Bet-Shemesh, hag e tape o harz ar Jordan. Ar c'hêrioù-se: c'hwezek, gant o c'hêriadennoù.


Lavaret e voe da Sisera e oa pignet Barak mab Abinoam war Venez Tabor.


Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhañ: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mañ: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos