Ben-Hadad a gasas da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma vefe a-walc'h a boultr e Samaria evit leuniañ boz dorn an holl bobl a zeu war va lerc'h.
An Ejipsianed a zo tud, n'int ket Doue. O c'hezeg a zo kig, n'int ket Spered. An AOTROU a astenno e zorn, an diwaller a vo diskaret, an hini diwallet a gouezho, o-daou a vo kaset da get.
Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.
Ouzh piv out bet heñvel evel-se, e gloar hag e braster, e-touez gwez Eden? Taolet e vi d'an traoñ gant gwez Eden, e donderioù an douar. Gourvezet e vi e-touez an diamdroc'hidi, gant ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze. Setu Faraon hag e holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.