Jeremiaz 46:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Ar broadoù o deus anavezet da vezh, ha da griadenn a leugn an douar, rak da re greñv o deus strebotet an eil war egile, hag o-daou int kouezhet a-gevret.
Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu doureier a bign eus an hanternoz; dont a reont da vezañ ur froud o tic'hlannañ, hag e tic'hlannint war ar vro ha war ar pezh a zo enni, ar c'hêrioù hag ar re o chom enno. An dud a laosko kriadennoù, hag holl bobl ar vro a yudo.
En abeg da c'harmoù Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac'haret.