Jeremiaz 24:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Evel ar fiez mat-se, evel-se e tisheñvelain, evit o mad, harluidi Juda am eus kaset eus al lec'h-mañ da vro ar Galdeiz. |
Rak gouzout a ran ar soñjoù a ran evidoc'h, eme an AOTROU, soñjoù a beoc'h ha nann a zroug, evit reiñ deoc'h un dazont hag un esperañs.
Selaouit ouzh komz an AOTROU, c'hwi holl harluidi, am eus kaset eus Jeruzalem da Vabilon,
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel, d'an holl harluidi am eus harluet eus Jeruzalem da Vabilon:
ha setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dastum a rin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, bodañ a rin ac'hanoc'h eus ar broioù e-lec'h ma hoc'h bet stlabezet, hag e roin deoc'h douar Israel.
evit ma gerzhint em reolennoù ha ma virint va barnedigezhioù ha ma raint hervezo; hag e vint va fobl, hag e vin o Doue
En desped da-se, pa vint e bro o enebourien, ne daolin ket kuit anezho ha ne’m bo ket euzh outo evit kas anezho holl da get hag evit terriñ va emglev ganto. Me eo an AOTROU o Doue.
An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.
met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?
en deus roet dit da zebriñ er gouelec'h ar mann n'anaveze ket da dadoù, evit izelaat hag amprouiñ ac'hanout, hag evit ober vad dit da c'houde.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.