Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 29:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Selaouit ouzh komz an AOTROU, c'hwi holl harluidi, am eus kaset eus Jeruzalem da Vabilon,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 29:20
8 Referencias Cruzadas  

Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Evel ar fiez mat-se, evel-se e tisheñvelain, evit o mad, harluidi Juda am eus kaset eus al lec'h-mañ da vro ar Galdeiz.


Setu amañ gerioù al lizher a gasas ar profed Jeremiaz eus Jeruzalem d'an nemorant eus an henaourien a zo bet harluet, d'an aberzhourien, d'ar brofeded ha d'an holl bobl, kaset en harlu gant Nebukadnezar eus Jeruzalem da Vabilon,


goude ma voe aet kuit eus Jeruzalem ar roue Jekonia gant ar rouanez, ar spazhidi, priñsed Juda ha Jeruzalem, ar gilvizien hag an alc'hwezerien.


Kas da lavarout ar gerioù-se d'an harluidi: Evel-henn e komz an AOTROU a-zivout Shemaja an Nekelamad: Shemaja en deus profedet deoc'h, ha ne'm eus ket e gaset, met ho lakaet en deus da fiziout er gaou,


Lakaet e viot da vont e-maez eus he c'hreiz, ho lakain etre daouarn diavaezidi, hag e rin va barnedigezhioù a-enep deoc'h.


Kae, kae etrezek ar re zalc'het, etrezek mibien da bobl, komz outo, ha pe e selaouint, pe ne raint ket, e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU.


Dont a ris neuze da re zalc'het e Tel-Abib, d'ar re a oa o chom tost da stêr Kebar, hag e chomis d'al lec'h ma choment, hag e chomis eno en o zouez, souezhet bras, e-pad seizh devezh.


Gouzañv gwentloù ha kri, merc'h Sion, evel ar wreg o wilioudiñ! Rak bremañ ez i eus kêr hag e vi o chom er parkeier, hag ez i betek Babilon. Eno e vi dieubet, eno e vi dasprenet gant an AOTROU eus dorn da enebourien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos