An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
Jeremiaz 16:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha dre ma hoc'h eus graet gwashoc'h eget ho tadoù. Rak setu, pep hini a gerzh hervez kaleter e galon fall, evit chom hep va selaou. |
An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Rak petra bennak ma ra ur pec'her kant gwech traoù fall, e kendalc'h da vevañ; koulskoude me a oar ivez e vo eurvad evit ar re a zouj Doue hag a gren dirak e zremm.
Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.
Ar bobl drouk-mañ, ha ne fell ket dezho selaou ouzh va c'homzoù, hag a gerzh hervez kaleter o c'halon, hag a ya war-lerc'h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, a vo evel ar gouriz-mañ n'eo ken mat da netra.
Hag e lavaront: En aner eo! Hor menozioù a heuilhimp, ha pep hini ac'hanomp a raio hervez kaleter e galon fall.
An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?
Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.
Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoù.
dre ma o deus heuliet kaleter o c'halon hag ar Baaloù, evel ma oant bet kelennet gant o zadoù.
Setu perak, lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag en em saotrit war hent ho tadoù? Hag e c'hastaouit gant o euzhadennoù?
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Juda, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus taolet kuit lezenn an AOTROU ha n'o deus ket miret e reolennoù, met en em gollet int gant o gevier, o doa kerzhet o zadoù war o lerc'h.
Abaoe amzer ho tadoù oc'h en em bellaet diouzh va reolennoù ha n'hoc'h eus ket o miret. Distroit ouzhin, ha me a addeuio d'ho kavout, eme AOTROU an armeoù. Hag e lavarit: Penaos e tistroimp?
Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù,
An hini a glevfe komzoù ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc'h am bo pa gerzhin e c'hoantadoù va c'halon, o stagañ ar vezventi ouzh ar sec'hed,
Az pez soñj eus da servijerien, Abraham, Izaak ha Jakob, na sell ket ouzh kaleter ar bobl-mañ, nag ouzh e zrougiezh, nag ouzh e bec'hed,
Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.
Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.
Ha pa varve ar barner, en em roent a-nevez d'an droug muioc'h eget o zadoù, o vont war-lerc'h doueoù all, evit o servijañ ha stouiñ dirazo. Ne vihanae tamm o oberoù nag o c'hundu pennek.
An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue.