Malaki 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned7 Abaoe amzer ho tadoù oc'h en em bellaet diouzh va reolennoù ha n'hoc'h eus ket o miret. Distroit ouzhin, ha me a addeuio d'ho kavout, eme AOTROU an armeoù. Hag e lavarit: Penaos e tistroimp? Ver Capítulo |
Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.