En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
Betek ho kozhni e chomin an hevelep hini, betek ho kozhni gwenn e skoazellin ac'hanoc'h. Graet em eus kement-se dija, hag ho tougin c'hoazh, ho skoazellin hag ho tieubin.
Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.
Ne rin ket hervez tan va c'hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujañ Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on ez kreiz, ne zistroin ket gant fulor.
Ha n'out ket a bep amzer, o AOTROU, va Doue, va Sant? Ne varvimp ket. AOTROU, lakaet ec'h eus ar bobl-se evit ober ur varnedigezh. O va Roc'h, he lakaet ec'h eus evit kastizañ.
evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.