Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 3:5
63 Referencias Cruzadas  

Abraham a respontas: Lavaret em boa ennon va-unan: N'eus ket a-dra-sur doujañs Doue el lec'h-mañ, hag e lazhint ac'hanon abalamour da'm gwreg.


D'an trede deiz, Jozef a lavaras: Grit kement-mañ hag e vevot. Doue a zoujan!


Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.


un tan eo hag a lonk betek an distruj leun, hag en defe distrujet va holl c'hounid.


Evel ar sklav a hiraezh d'ar skeud, evel ar goprad a c'hortoz e bae,


D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU.


Kriet ec’h eus en estrenvan hag em eus da zieubet. Respontet em eus dit, da guzhet er c’hurun, da amprouet en doureier Meriba.  Ehan


dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.


Met an amiegezed a zoujas Doue ha ne rejont ket ar pezh en doa lavaret roue an Ejipt dezho, hag e lezjont ar baotred da vevañ.


Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.


Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.


An hini a aberzho da zoueoù all nemet d'an AOTROU hepken a vo lazhet.


Dre an drugarez hag ar wirionez an direizhder a vo pardonet, ha dre zoujañs an AOTROU e tistroer diouzh an droug.


Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.


Met c'hwi, tostait amañ, mibien ar sorserez, gouenn an avoultrer hag ar c'hast!


Rak ar vro a zo leun a avoultrerien, ar vro a zo e kañv en abeg d'ar vallozh, peurvanoù ar gouelec'h a zo krazet. O redadenn n'a nemet d'ar fall, hag o nerzh d'ar pezh n'eo ket eeun.


Rak e profedont gevier deoc'h, evit ma'z eot pell eus ho pro, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot.


C'hwi eta, na selaouit ket ho profeded, ho tivinourien, hoc'h huñvreerien, ho steredourien, hoc'h hudourien, a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon.


dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.


Hag e lavarjont da Jeremiaz: Ra vo an AOTROU evidomp un test gwirion ha feal, ma ne reomp ket hervez an holl c'herioù en devo roet dit an AOTROU da Zoue, evit m'o lavari deomp.


Zoken pa lavaront: Bev eo an AOTROU! e gaou eo e touont.


Ha ne gastizin ket evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?


Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.


Mar gra un den avoultriezh gant gwreg unan all, mar gra avoultriezh gant gwreg e nesañ, an avoultrer hag an avoultrerez a vo lakaet d’ar marv.


Mar en em ro un den pe ur vaouez da vezañ igromañser pe da c’hervel ar speredoù, lakaet e vint d’ar marv; meinataet e vint, o gwad a vo warno.


An hini a yelo etrezek an igromañserien hag ar re a c’halv ar speredoù evit gastaouiñ ganto, e lakain va dremm a-enep an den-se hag e lamin anezhañ a-douez e bobl.


Selaouit, c'hwi holl bobloù! Bez evezhius, douar gant kement a zo ennout! Ra vo an Aotrou AOTROU test a-enep deoc'h, an Aotrou eus templ e santelezh.


Ha n'out ket a bep amzer, o AOTROU, va Doue, va Sant? Ne varvimp ket. AOTROU, lakaet ec'h eus ar bobl-se evit ober ur varnedigezh. O va Roc'h, he lakaet ec'h eus evit kastizañ.


Lavarout a ris dezho: Mar kavit mat, roit din va gopr; anez na rit ket. Hag e pouezont evit va gopr tregont pezh arc'hant.


Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?


Hag e lavarit: Perak? Dre ma'z eo bet an AOTROU test etrezout ha gwreg da yaouankiz, an hini ma'z out bet disleal en he c'heñver, petra bennak ma'z eo da genseurtez ha gwreg da emglev.


Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?


Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d’an hevelep poan?


Perak ne reomp ket an droug evit m’en em gavfe ar mad a gement-se, evel ma’z eus hiniennoù a dest e lavaromp, en ur zroukkomz ac’hanomp? Kondaonidigezh an dud-se a zo reizh.


Pa gasi anezhañ frank eus da di, n'en kasi ket kuit er c'houllo,


N'en em gavo den ez touez a lakaio e vab pe e verc'h da dremen dre an tan, nag a raio divinerezh, nag hudsteredour, nag achantour, na sorserez,


Ne gemmo ket barnedigezh un diavaeziad, nag hini un emzivad, ha ne gemeri ket e gouestl dilhad un intañvez.


Milliget ra vo an hini a gemm barnedigezh un diavaeziad, un emzivad, un intañvez! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Ne gemeri ket anv an AOTROU da Zoue en aner, rak an AOTROU ne zalc'ho ket evit didamall an hini en devo kemeret e anv en aner.


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.


Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec’h er gondaonidigezh.


Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos