Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Hon tadoù o deus pec'het ha n'emaint ken, ha ni hon eus douget o direizhder.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 5:7
15 Referencias Cruzadas  

Hag e respontjont: Ni, da servijerien, a zo daouzek breur, mibien d'un hevelep den e bro Ganaan ha setu, an hini yaouankañ a zo hiziv gant hon tad, egile n'emañ ken.


Jakob o zad a lavaras: Forc'het on diouzh va bugale ganeoc'h: Jozef n'emañ ken ha Simeon n'emañ ken, hag e tapfec'h Benjamin! Warnon-me eo kouezhet an holl draoù-mañ!


Perak ne zilamez ket va fazi ha ne dremenfes ket a-us da'm direizhder? Rak ez an bremañ da c'hourvez er poultr; va c'hlask a ri ha ne vin ken.


Al lagad am gwele ne sello ken ouzhin. Da zaoulagad a zo warnon, ha ne vin ken.


ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,


Anzav a reomp hon drougiezh, AOTROU, direizhder hon tadoù, rak pec'het hon eus a-enep dit.


Hag e lavari dezho: Dre ma o deus ho tadoù dilezet ac'hanon, eme an AOTROU, dre ma'z int aet war-lerc'h doueoù all, dre ma o deus o servijet ha stouet dirazo, dre ma o deus va dilezet ha n'o deus ket miret va lezenn,


ha dre ma hoc'h eus graet gwashoc'h eget ho tadoù. Rak setu, pep hini a gerzh hervez kaleter e galon fall, evit chom hep va selaou.


Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù ha gouelvanoù c'hwerv, Rachel o ouelañ he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezañ frealzet diwar-benn he mibien pa n'eus ken anezho.


En deizioù-se ne vo ken lavaret: An tadoù o deus debret rezin glas, ha den ar vibien a zo bet tozonet.


Dougen a rez warnout da zrougiezh ha da euzhuster, eme an AOTROU.


Petra a fell deoc'h lavarout pa zistagit ar c'hrennlavar-mañ diwar-benn bro Israel: An tadoù o deus debret rezin trenk, ha dent ar vibien a zo tozonet?


Ho tadoù, pelec'h emaint? Hag ar brofeded-se, ha bevañ a reont bepred?


An AOTROU a zo gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, pardoniñ a ra an direizhder hag an disentidigezh, met ne zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag e kastiz fazioù an tadoù war o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos