Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Astennet hon eus hon dorn war-zu Ejipt hag Asiria, evit kaout hor gwalc'h a vara.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 5:6
15 Referencias Cruzadas  

Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshañ en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhañ: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed,


Hag ez eas ac'hane, hag e kavas Jonadab mab Rekab, a zeue en arbenn dezhañ. E saludiñ a reas, hag e lavaras: Hag eo da galon eeun em c'heñver, evel m'eo va c'halon ez keñver? Jonadab a respontas: Bez' eo! Mard eo, eme Jehu, ro din da zorn. Jonadab a roas e zorn dezhañ, ha Jehu a lakaas anezhañ da bignat er c'harr,


Aet out da gichen ar roue gant eoul, kresket ec'h eus da c'hwezhioù-mat, kaset ec'h eus da gannaded pell, hag ez out diskennet betek lec'h ar marv.


Ha bremañ, petra ac'h eus d'ober war hent an Ejipt da evañ dour ar Shihor, ha petra ac'h eus d'ober war hent an Asiria da evañ dour ar stêr?


Perak hastañ kement evit cheñch da hent? Bez' ez po mezh eus an Ejipt, evel ma ec'h eus bet mezh eus Asiria.


Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.


Semplaet o deus hon daoulagad en gortoz aner eus ur skoazell. Eus hon tourioù hon eus sellet etrezek ur bobl na c'helle ket hor saveteiñ.


Disprizet en deus al le ha torret an emglev. Ha setu, goude bezañ roet e zorn, an holl draoù-se en deus graet: n'en em saveteo ket.


Efraim en deus enkelc'hiet ac'hanon a c'hevier, ha ti Israel a douellerezh. Juda a zo c'hoazh o ren gant Doue hag a zo feal ouzh ar sent.


Efraim a welas e gleñved ha Juda e c'houli; Efraim a yeas etrezek Asiria, kaset eo bet etrezek ar roue Jareb, met ne c'hello nag ho yac'haat nag ho tieubiñ eus ho kouli.


Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria.


Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos