Ar vroad pe ar rouantelezh na servijo ket Nebukadnezar roue Babilon, ha na lakaio ket e c'houzoug dindan yev roue Babilon, ar vroad-se a gastizin-me, eme an AOTROU, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, betek ma em bo distrujet anezho dre e zorn.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lakaet em eus ur yev houarn war c'houzoug an holl vroadoù-se, evit ma servijint Nebukadnezar roue Babilon, dre ma servijint anezhañ; ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mogerioù Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoù, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloù o devo labouret en aner, hag ar broadoù o devo skuizhet evit an tan.
Yev va direizhderioù a zo ereet gant e zorn. Gweadennet int, hag e pouezont war va gouzoug. Torret en deus va nerzh, an AOTROU en deus va lakaet etre daouarn na c'hellan ket stourm outo.
Juda a zo bet harluet, er glac'har eo hag en ur sklavelezh bras. Emañ o chom e-touez ar broadoù ha ne gav diskuizh ebet. E holl heskinerien o deus e dapet en enkrez.
Dre-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ec'h ijinan a-enep ar ouenn-se ur gwalleur, na c'hellot ket tennañ kuit ho kouzoug dioutañ, ha c'hwi ne gerzhot ken uhel ho pennoù, rak an amzer-mañ a vo fall.
e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.