Met Samballad an Horonad, Tobija ar servijer Ammonad, ha Geshem an Arab, o vezañ klevet-se, a rejont goap ouzhimp hag hon disprizas o lavarout: Petra a rit? En em sevel a rit a-enep ar roue?
Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.
Rak n'espernin ken tud ar vro, eme an AOTROU, ha setu e lakain an dud etre daouarn an eil egile hag etre daouarn o roue. Bruzunañ a raint ar vro, ha ne zieubin ket eus o daouarn.