Da draoniennoù kaerañ a oa leun a girri, ar varc'hegerien o deus en em renket dirak da zorojoù,
Jeremiaz 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak setu, emaon o vont da c'hervel holl diegezhioù rouantelezhioù an hanternoz, eme an AOTROU. Dont a raint ha pep hini anezho a lakaio e dron ouzh dorojoù Jeruzalem, hag a-enep he mogerioù en-dro dezhi, hag a-enep holl gêrioù Juda. |
Da draoniennoù kaerañ a oa leun a girri, ar varc'hegerien o deus en em renket dirak da zorojoù,
Setu, un trouz a zo klevet, un trouz bras a zeu eus bro an hanternoz, evit treiñ kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket hag ober anezho toulloù evit an aourgon.
Skuilh da fulor war ar broadoù na'z anavezont ket, ha war an tiegezhioù na c'halvont ket da anv, rak lonket o deus Jakob, e lonket o deus, e guzumet o deus, ha gwastet o deus e chomlec'h.
Sav da zaoulagad ha gwel ar re a zeu eus an hanternoz. Pelec'h emañ an tropell a zo bet roet dit, an deñved a rae da c'hloar?
Ha ma ne fell ket dezho kemer an hanaf eus da zorn evit evañ, e lavari dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evañ a reot dioutañ a-dra-dur!
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.
Evel-henn e komz an AOTROU: El-lec'h-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, a zo glac'haret, hep den, hep annezad, hep loen, e vo klevet c'hoazh
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl arme, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gêrioù:
Setu ez an da reiñ un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan. Hag e lakain kêrioù Juda da vezañ ur gouelec'h, hep den ebet.
Holl bennoù roue Babilon a zeuas hag a azezas ouzh dor ar C'hreiz: Nergal-Sharezer, Samgar-Nebu, Sarsekim penn ar spazhidi, Nergal-Sharezer penn ar vajed, hag holl bennoù all roue Babilon.
Roit da glevout kement-mañ d'ar broadoù, setu, henn embannit a-enep Jeruzalem: Sezizerien a zeu eus ur vro bell, hag e laoskont kriadennoù a-enep kêrioù Juda.
Savit ar banniel etrezek Sion, tec'hit ha n'ehanit ket, rak kas a ran eus an hanternoz an droug hag un distruj bras.
Lavar dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e kasan da gerc'hat Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag e lakain e dron war ar vein-mañ am eus kuzhet, hag ec'h astenno e ballenn warno.
Neuze va c'hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kêrioù Juda ha straedoù Jeruzalem, a zo deuet da vezañ ur gouelec'h hag ur glac'har, evel ma vez gwelet hiziv.
Setu, e tegasin a-enep deoc'h ur vroad eus a-bell, ti Israel, eme an AOTROU. Ur vroad c'halloudus eo, ur vroad kozh, ur vroad n'anavezi ket he yezh ha na glevi ket ar pezh a lavaro.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ur bobl a zeu eus bro an Hanternoz, ur vroad vras a savo eus pennoù an douar.
Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.
Eno emañ holl briñsed an hanternoz hag an holl Sidoniz, a zo diskennet gant ar re skoet d'ar marv, en desped da spouron o nerzh. Mezhek int, gourvezet diamdroc'h gant ar re lazhet dre ar c'hleze, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull.
Pellaat a rin diouzhoc'h enebour an hanternoz, hag e kasin anezhañ kuit d'ur vro sec'h ha glac'haret, e rakward etrezek mor ar sav-heol, hag e ward-adreñv etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vreinadurezh a savo, hag e flaer a savo, rak en deus graet traoù bras.
Ar c'hezeg du ouzh unan eus ar c'hirri a ya etrezek bro an hanternoz, hag ar re wenn a ya war o lerc'h. Ar re varellet a ya war-zu bro ar c'hreisteiz.