Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 34:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, pa oa Nebukadnezar roue Babilon, gant e holl arme, gant holl rouantelezhioù an douar renet dre e zorn, gant an holl bobloù, oc'h ober brezel a-enep Jeruzalem hag a-enep hec'h holl gêrioù:

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 34:1
14 Referencias Cruzadas  

Rak setu, emaon o vont da c'hervel holl diegezhioù rouantelezhioù an hanternoz, eme an AOTROU. Dont a raint ha pep hini anezho a lakaio e dron ouzh dorojoù Jeruzalem, hag a-enep he mogerioù en-dro dezhi, hag a-enep holl gêrioù Juda.


Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, d'an dekvet bloaz eus Sedesia roue Juda, a oa an triwec'hvet bloaz eus Nebukadnezar.


Neuze, arme roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.


Arme roue Babilon a vrezele a-enep Jeruzalem hag a-enep holl gêrioù Juda a vane, a-enep Lakish hag a-enep Azeka; ar re-se a oa kêrioù-kreñv hag a vane a-douez kêrioù Juda.


Ar roue Nebukadnezar d'an holl bobloù, broadoù, yezhoù, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!


te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.


En abeg d'ar veurdez en doa roet dezhañ, an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a grene dirazañ hag a zouje anezhañ. Lakaat a rae d'ar marv ar re a felle dezhañ, hag e leze ar vuhez gant ar re a felle dezhañ. Uhelaat a rae ar re a felle dezhañ, hag ec'h izelae ar re a felle dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos