Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 34:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Setu ez an da reiñ un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan. Hag e lakain kêrioù Juda da vezañ ur gouelec'h, hep den ebet.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 34:22
36 Referencias Cruzadas  

David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.


Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhañ da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e-lec'h ma voe barnet.


Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.


Me am eus roet urzh d'ar re a zo santelaet din, galvet em eus va zud kreñv da gas da benn va c'hounnar, ar re a laouena eus va braster.


Ne chom nemet glac'har e kêr, an nor a gouezh a-dammoù dindan an taolioù.


Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.


Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,


Da gêrioù santel a zo ur gouelec'h, Sion a zo ur gouelec'h, Jeruzalem a zo un distruj.


Al leonedigoù o deus yudet a-enep dezhañ, lakaet o deus o mouezh da glevout, graet o deus ur gwastadur eus e vro, e gêrioù a zo devet, n'eus den ebet enno.


Ar Galdeiz hag a ra brezel ouzh ar gêr-mañ a zeuio tre, hag e lakaint an tan er gêr-mañ, hag e tevint anezhi, gant an tiez ma veze kinniget ezañs war o zoennoù da Vaal, ha ma veze graet sparfadurioù da zoueoù all evit va c'hounnariñ.


Evel-henn e komz an AOTROU: El-lec'h-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, a zo glac'haret, hep den, hep annezad, hep loen, e vo klevet c'hoazh


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Kae ha komz ouzh Sedesia roue Juda, ha lavar dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.


Kaset e vo eta er-maez d'ar Galdeiz da holl wragez ha da vibien, ha te ne dec'hi ket eus o daouarn, met kroget e vo ennout gant dorn roue Babilon, hag e vi kiriek ma vo devet ar gêr-mañ dre an tan.


Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem.


Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.


An AOTROU n'en deus ket fellet dezhañ e c'houzañv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, en abeg d'an traoù euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv.


En abeg da gounnar an AOTROU ne vo ken annezet, holl ne vo nemet glac'har. Ar re a dremeno e-kichen Babilon a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù.


Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


Neuze un toull-freuz a voe graet da gêr, hag an holl dud a vrezel a dec'has hag a yeas er-maez eus kêr, da noz, dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gêr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn.


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,


Hag e sono ar shofar en ur gêr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c'hoarvezo ur gwalleur en ur gêr hep n'en devo e c'hraet an AOTROU?


An douar a zeuio da vezañ un distro en abeg d'e dud, en abeg da frouezh o oberoù.


Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?


O c'haset em eus kuit dre ar gorventenn etrezek an holl vroadoù n'anavezent ket, ha war o lerc'h eo bet gwastet ar vro, hep tremeniri ken, hag ar vro a zudi-se a zo deuet da vezañ ur glac'har.


Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos