Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 34:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Lakaat a rin ivez Sedesia roue Juda, gant e bennoù, etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag etre daouarn arme roue Babilon en deus pellaet diouzhoc'h.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 34:21
16 Referencias Cruzadas  

Kemer a rejont eta ar roue, hag e lakajont anezhañ da bignat etrezek roue Babilon e Ribla, e-lec'h ma voe barnet.


Hag e lakain ac'hanout etre daouarn ar re a glask da vuhez, etre daouarn ar re ma ec'h eus aon dirazo, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, hag etre daouarn ar Galdeiz.


Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhañ: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,


ha Sedesia roue Juda ne dec'ho ket eus daouarn ar Galdeiz, met lakaet e vo a-dra-sur e daouarn roue Babilon, hag e komzo outañ genoù ouzh genoù, hag e zaoulagad a welo e zaoulagad,


Roue Babilon a reas lazhañ e Ribla mibien Sedesia dirazañ. Roue Babilon a reas ivez lazhañ holl re vras Juda.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat Faraon Hofra roue an Ejipt etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a glask e vuhez, evel ma em eus lakaet Sedesia roue Juda etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, e enebour a glaske e vuhez.


Roue Babilon a reas lazhañ mibien Sedesia dirak e zaoulagad, hag e reas lazhañ ivez holl bennoù Juda e Ribla.


Met arme ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantañ.


C'hwezh hor fri, olevad an AOTROU, a zo bet tapet en o foulloù, hag e lavaremp diwar e benn: En e skeud e vevimp e-touez ar broadoù.


Lavar d'an ti disuj-mañ: Ha n'ouzoc'h ket petra eo an dra-se? Lavar: Setu, roue Babilon a zo aet da Jeruzalem hag en deus tapet he roue hag he friñsed, hag o c'haset en deus gantañ da Vabilon.


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; a-dra-sur, e bro ar roue en deus e lakaet da ren, ha m'en deus disprizet e le ha torret e emglev, tost outañ, e-kreiz Babilon eo e varvo.


Astenn a rin va roued warnañ, tapet e vo em antell, hag en kasin da Vabilon, e-lec'h ma varnin anezhañ evit ar pec'hedoù en deus graet em c'heñver.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos