Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 34:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 o lakaat a rin etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 34:20
25 Referencias Cruzadas  

An hini eus ti Jeroboam a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù, rak an AOTROU en deus komzet.


An hini eus ti Baesha a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini eus e re a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù.


Roet o deus korfoù da servijerien da zebriñ da laboused an neñvoù, ha kig da re garet-mat da loened an douar.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU a-enep tud Anatod a glask da vuhez hag a lavar: Ne brofedi ket en anv an AOTROU, ha ne varvi ket dre hon daouarn,


Va hêrezh, hag e vo din ul labous liesliv? Al laboused a zo en-dro dezhi. Kit, dastumit holl loened ar parkeier, degasit anezho d'he debriñ.


Mervel a raint dre varv ar c'hleñvedoù, ne vint na gouelet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar; distrujet e vint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.


Hag e kasin da netra el lec'h-mañ kuzul Juda ha Jeruzalem, hag e rin dezho kouezhañ dre ar c'hleze dirak o enebourien, ha dre zorn ar re a glask o buhez, hag e roin o c'horfoù marv da voued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.


Ha goude-se, eme an AOTROU, e lakain Sedesia roue Juda, e servijerien, ar bobl, ar re eus ar gêr-mañ a vo manet goude ar vosenn, ar c'hleze hag an naonegezh, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, etre daouarn o enebourien, hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag e skoio warno gant troc'h ar c'hleze, n'esperno ket anezho, n'en devo na truez na trugarez.


Hag e lakain ac'hanout etre daouarn ar re a glask da vuhez, etre daouarn ar re ma ec'h eus aon dirazo, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, hag etre daouarn ar Galdeiz.


Ar roue Sedesia a douas e kuzh da Jeremiaz, o lavarout: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet deomp an ene! Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv ha ne lakain ket ac'hanout etre daouarn an dud-se a glask da vuhez.


Roue Babilon a reas lazhañ e Ribla mibien Sedesia dirazañ. Roue Babilon a reas ivez lazhañ holl re vras Juda.


Ha te, an hini zistrujet, petra a ri? Petra bennak ma wiskez ruz-moug, ma en em ginklez gant bragerizoù aour, ma vordez da zaoulagad gant livadur, en aner eo en em gaeraez, da amourouzien a zispriz ac'hanout, da vuhez eo a glaskont.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat Faraon Hofra roue an Ejipt etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a glask e vuhez, evel ma em eus lakaet Sedesia roue Juda etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, e enebour a glaske e vuhez.


Me a raio da Elam bezañ spouronet dirak o enebourien ha dirak ar re a glask o buhez. Hag e kasin warno an droug, va c'hounnar entanet, eme an AOTROU. Hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo o c'haset da get.


Korfoù marv ar bobl-mañ a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar, ha ne vo den da drubuilhañ anezho.


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakain ac'hanout etre daouarn ar re a gasaez, etre daouarn ar re en deus distaget da ene diouto.


Da deurel a rin d'ar gouelec'h, te hag holl besked da stêrioù, hag e kouezhi war c'horre ar maezioù; ne vi na dastumet na tapet, roet e vi e peuriñ da loened an douar ha da laboused an neñv.


Da zilezel a rin war an douar, da daolin war c'horre ar parkeier, lakaat a rin holl laboused an neñvoù da chom warnout, hag e roin o gwalc'h ac'hanout da loened an douar holl.


Da gorf marv a vo boued holl laboused an neñvoù ha loened an douar, ha ne vo den d'o spouronañ.


Ar Filistin a lavaras c'hoazh da Zavid: Deus da'm c'havout, hag e roin da gig da laboused an neñv ha da loened ar parkeier.


Hiziv an AOTROU a lakaio ac'hanout etre va daouarn, da lazhañ a rin, da benn a lamin diwarnout, korfoù marv kamp ar Filistined a roin hiziv da laboused an neñv ha da loened ar parkeier, hag an douar holl a ouezo ez eus un Doue en Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos