Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.
Evel-se e harluas Jojakin da Vabilon, gant mamm ar roue, gwragez ar roue, hag e spazhidi. Hag e kasas d'an harlu eus Jeruzalem da Vabilon holl dud c'halloudek ar vro.
An holl bennoù hag an holl bobl aet en emglev-se a zivizas kas frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, evit na lakaje den da sklav anezho ken. Sentiñ a rejont, hag e kasjont anezho kuit.
Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.