Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 35:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, en amzer Jojakim mab Jozia roue Juda:

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 35:1
14 Referencias Cruzadas  

Faraon Neko a lakaas Eliakim mab Jozia da roue e-lec'h Jozia e dad, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Joakaz, o vezañ bet kemeret, a zeuas d'an Ejipt e-lec'h ma varvas.


Jojakim a roas an arc'hant hag an aour da Faraon. Tailhoù a lakaas war ar vro evit kavout an arc'hant-se, hervez gourc'hemenn Faraon. Goulenn a reas digant tud ar vro an arc'hant hag an aour, hervez leve pep hini, da reiñ da Faraon Neko.


hag e deizioù Jojakim mab Jozia, roue Juda, betek diwezh an unnekvet bloaz eus Sedesia mab Jozia, roue Juda, betek ma voe Jeruzalem kaset en harlu er pempvet miz.


Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz evit holl bobl Juda, d'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, a oa bloaz kentañ Nebukadnezar roue Babilon,


E derou ren Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:


n'en deus ket Nebukadnezar roue Babilon lamet p'en deus harluet eus Jeruzalem da Vabilon Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant holl uhelidi Juda ha Jeruzalem,


D'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:


Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec'h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec'h eus skrivet ar gerioù-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mañ, hag e tiverko tud ha loened?


D'ar pempvet bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, d'an navet miz, e voe embannet ur yun dirak an AOTROU, evit holl bobl Jeruzalem hag evit an holl bobl a zeue eus kêrioù Juda da Jeruzalem.


Diwar-benn an Ejipt, diwar-benn arme Faraon Neko, roue an Ejipt, a oa e-kichen stêr Eufratez e Karkemish, hag a voe trec'het gant Nebukadnezar roue Babilon er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:


D'an trede bloaz eus Jojakim roue Juda, e pignas Nebukadnezar roue Babilon a-enep Jeruzalem hag e reas seziz en-dro dezhi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos