rak o lec'h a oa bezañ e-kichen mibien Aaron evit servij ti an AOTROU ; karget e oant eus al leurennoù hag eus ar c'hambroù, eus glanidigezh an holl draoù santel, eus labour ar servij e ti Doue,
reiñ a reas ar skouer eus an holl draoù en doa bet dre ar Spered, evit leurennoù ti an AOTROU , evit an holl gambroù tro-dro, evit teñzorioù ti an AOTROU , evit teñzorioù an traoù santel,
Ar re-se a oa ar ganerien, pennoù tadoù al Levited, hag e oant o chom er c'hambroù, divec'h diouzh kargoù all, dre ma tleent bezañ er servij deiz ha noz.
Diwallit, lakait evezh outo, betek ma pouezot anezho dirak pennoù an aberzhourien hag al Levited, ha dirak pennoù tadoù Israel e Jeruzalem, e kambroù ti an AOTROU.
en doa kempennet evitañ ur gambr vras aze, el lec'h ma veze lakaet diagent an donezonoù, an ezañs, al listri, deogoù ar gwinizh, ar gwin hag an eoul, an traoù a oa urzhiet evit al Levited, ar ganerien hag ar borzhierien, gant ar pezh a veze savet evit an aberzhourien.
hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoù, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoù.
Sentet hon eus ouzh mouezh Jonadab mab Rekab, hon tad, e kement tra en deus urzhiet deomp, e doare ma n'evomp ket a win e-pad hor buhez, na ni nag hor gwragez nag hor mibien nag hor merc'hed,
Bez' e oa prenestroù kaelet ouzh ar c'hambroù hag ouzh o fostoù, en diabarzh eus an nor, tro-dro. Bez' e oa prenestroù ivez ouzh ar porzhioù, tro-dro, en diabarzh. Ha war ar postoù e oa palmezennoù.