Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?
Sant Ian 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N’eo ket c’hoazh deuet va eur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhi: Maouez, petra a zo etre te ha me? N’e ket deuet c’hoas va heur. |
Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?
Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezañ roue war Israel?
Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?
Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.
Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
Eñ a lavaras dezho: Perak em c’hlaskec’h? Ha n’ouiec’h ket eo ret din en em reiñ d’ar pezh a sell ouzh va Zad?
A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.
Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n’ouzon ket pelec’h o deus e lakaet.
Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec’h eus e gaset kuit, lavar din pelec’h ec’h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ.
Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur.
Jezuz a lavaras eta dezho: Va amzer n’eo ket deuet c’hoazh, met hoc’h amzer a zo atav dereat.
Evidoc’h-c’hwi, it d’ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c’hoazh dezhañ, rak va amzer n’eo ket c’hoazh peurc’hraet.
Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec’h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c’hoazh.
Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.
hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.