Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

29 Ha chetu ind hum laquas de huchal, én ul laret: Petra e zou étré ni ha hui, Jesus Mab Doué? Ha deid‐oh amen d’hun harassal araug en amzér?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:29
20 Referencias Cruzadas  

Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?


Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezañ roue war Israel?


Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


Elizea a lavaras da roue Israel: Petra 'zo etre me ha te? Kae etrezek profeded da dad ha profeded da vamm! Ha roue Israel a lavaras dezhañ: Nann, rak an AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.


Neko a gasas dezhañ kannaded da lavarout: Petra 'zo etre te ha me, roue Juda? N'eo ket ouzhit em eus droug hiziv, met ouzh un ti a ra brezel din, ha Doue en deus lavaret din hastañ. Paouez eta da stourm ouzh Doue, hag a zo ganin, gant aon na zistrujfe ac'hanout.


Ha c'hwi ivez Tir ha Sidon, ha c'hwi rannvroioù ar Filistined, petra a c'houlennit ouzhin? Hag e fell deoc'h henn talvezout din? Mar fell deoc'h henn talvezout din, e rin d'ho kopr kouezhañ buan ha raktal war ho penn.


An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.


Bez’ e oa ur vandenn vras a voc’h o peuriñ, ur pennad diouzh eno.


o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.


Pa en gwele an speredoù hudur, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!


hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.


A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.


An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C’hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C’hrist.


Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.


Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N’eo ket c’hoazh deuet va eur.


O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc’h hent ar silividigezh.


Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.


Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


Jefte a gasas kannaded da roue mibien Ammon evit lavarout: Petra a zo etre te ha me, ma'z out deuet a-enep din d'ober brezel em bro?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos