Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Bez’ e oa ur vandenn vras a voc’h o peuriñ, ur pennad diouzh eno.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

30 Hogen, beza e oa eur pennad mad diouthe eur vanden vraz a voc’h o peuri.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

30 Mæs bout e oé tost doh‐t‐hai ino ur vanden vras a vôc’h de vouitad.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:30
10 Referencias Cruzadas  

Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.


hag an hoc’h, rak faoutet eo e garm ha forc’hek e droad met ne zaskir ket, dic’hlan e vo evidoc’h.


Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.


Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?


An diaouled en pedas o lavarout: Mar kasez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vont er vandenn voc’h-se.


Bez’ e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc’h o peuriñ.


Bez’ e oa eno ur vandenn vras a voc’h o peuriñ war ar menez. Hag e pedjont anezhañ d’o lezel da vont er moc’h-se. Eñ o lezas da vont.


hag ar moc'h rak faoutet eo e garm met ne zaskir ket, dic'hlan e vo evidoc'h. Ne zebrot ket eus o c'hig ha ne stokot ket ouzh o c'horfoù marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos