Met lavarout a reas dezhañ: Va c'halon, ha ne oa ket aet aze, el lec'h ma tiskennas an den-se diwar e garr da'z kavout? Hag emañ an amzer da gemer arc'hant, da gemer dilhad, gwez-olivez, gwini, deñved, ejened, servijerien ha servijerezed?
ha lakaet em eus va c'halon da glask ha da furchal gant furnez kement a vez graet dindan an neñvoù. Hennezh a zo un dra boanius roet digant Doue da vibien an dud, evit bezañ pledet ganti.
Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.
En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h.
ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c’hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c’hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!