Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Bez' ez eus ur mare evit genel hag ur mare evit mervel, ur mare evit plantañ hag ur mare evit tennañ ar pezh a zo bet plantet,

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 3:2
36 Referencias Cruzadas  

Met va emglev a ziazezan gant Izaak, an hini a c'hano Sara dit d'an amzer-mañ er bloaz nesañ.


Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.


Hag e krias a-enep an aoter, a-berzh komz an AOTROU, hag e lavaras: Aoter, aoter, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ur mab a vo ganet e ti David, e anv a vo Jozia, lazhañ a raio warnout aberzhourien an uhellec'hioù a laka da vogediñ warnout, ha devet e vo warnout eskern tud.


Elizea a lavaras: Er bloaz a zeu, d'ar mare-mañ, e vriati ur mab. Hi a lavaras: Nann, va aotrou, den Doue, na lavar ket gevier da'z servijerez!


Mar marv un den, daoust hag ec'h advevo? E-pad holl zeizioù va stourm e c'hortozin, ken na zeufe va c'hemmadenn.


Mard eo merket e zeizioù, niveret e vizioù dirazout, lakaet harzoù dezhañ na dremeno ket,


An den, ha ne ra ket ur servij-soudard war an douar? E zeizioù, ha n'int ket evel re ur goprad?


Reiñ a ra un ti d'ar wreg gaonac'h, hag e ra anezhi ur vamm laouen da veur a vugel. Meulit an AOTROU!


Karout a rez an droug muioc'h eget ar vad, ar gaou muioc'h eget ar c'homzoù gwirion.  Ehan


Kempenn da labour er-maez ha laka urzh ez park, ha goude e savi da di.


An hini a dro douar evit hadañ, hag e troio douar dalc'hmat? Hag e vo dalc'hmat o tigeriñ hag o terriñ moudennoù e zouar?


En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.


Kae ha lavar da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu e lakaan pemzek vloavezh ouzhpenn war da zeizioù.


Laouena, gaonac'h, te na c'hanes ket, strak ha laosk kriadennoù a levenez, te na c'houzañves ket gwentloù ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU.


Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.


Lavarout a ri eta dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tiskarin ar pezh am eus savet, hag e tennin ar pezh am eus plantet, da lavarout eo an holl vro-mañ.


Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,


Eñ a respontas: Pep plantenn n’eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.


Met an ael a lavaras dezhañ: Na’z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c’hano dit ur mab hag e c’halvi e anv Yann.


Setu, e vi mut ha ne c’helli ken komz betek an deiz ma c’hoarvezo an traoù-mañ, abalamour na’c’h eus ket kredet da’m c’homzoù a erruo en o amzer.


Setu, Elesbed da geniterv a goñsevas ivez ur mab en he c’hozhni, hemañ eo ar c’hwec’hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac’h,


Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.


Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c’hoazh deuet e eur.


Met evel ma tostae amzer ar bromesa en doa graet Doue gant le da Abraham, ar bobl a vrasaas hag a greskas en Ejipt,


En amzer-se e voe ganet Moizez, a oa brav dirak Doue. Maget e voe e-pad tri miz e ti e dad


Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,


Moizez, servijer an AOTROU, a varvas eno, e bro Voab, hervez ger an AOTROU.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Ar re o doa o gwalc'h a zo feurmet evit bara, hag ar re o doa naon o deus paouezet. Ar vaouez gaonac’h zoken he deus ganet seizh, hag an hini he doa kalz mibien a zo diflaket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos