Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 ur mare evit lazhañ hag ur mare evit yac'haat, ur mare evit diskar hag ur mare evit sevel,

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 3:3
21 Referencias Cruzadas  

An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.


me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,


Digizidika kalon ar bobl-mañ, pounnera o divskouarn, serr o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na vefent yac'haet.


Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.


Evel ma em eus eveshaet warno evit tennañ, evit diskar, evit pilat, evit distrujañ hag evit noazout, evel-se ec'h eveshain warno evit sevel hag evit plantañ, eme an AOTROU.


Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.


Lavarout a ri eta dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tiskarin ar pezh am eus savet, hag e tennin ar pezh am eus plantet, da lavarout eo an holl vro-mañ.


Diskar a rin ar voger hoc'h eus goloet gant pri-raz, he zaolin d'an douar, he diazez a lakain en noazh, mont a raio d'an traoñ, hag e viot distrujet en he c'hreiz, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù o lavarout: Ar bobl-mañ a lavar: N'eo ket deuet an amzer, an amzer da adsevel ti an AOTROU.


Daoust hag-eñ e vefe an amzer evidoc'h da chom e tiez lambrusket, e-pad ma'z eo an ti-mañ gwastet?


Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?


Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.


Mar pec'h un den a-enep un den all, Doue en barno; met mar pec'h unan bennak a-enep an AOTROU , piv a bedo evitañ? Met ne sentjont ket ouzh mouezh o zad, rak an AOTROU a felle dezhañ o lakaat d'ar marv.


An AOTROU a ra mervel hag a ra bevañ. Eñ a ra diskenn d'al lec'h ar marv hag a ra da zont er-maez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos