Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 ur mare evit gouelañ hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiñ hag ur mare evit tripal,

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 3:4
23 Referencias Cruzadas  

Sara a lavaras: Doue en deus graet din un dra a lakaio da c'hoarzhin, ar re holl en anavezo a c'hoarzho diwar va fenn.


Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.


AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU, bez va sikour!


Kanit meuleudioù d'an AOTROU, c'hwi holl e re garet-mat, ha meulit eñvor e santelezh!


Mari ar brofedez, c'hoar Aaron, a gemeras en he dorn un taboulinig, hag an holl verc'hed a yeas war he lerc'h gant taboulinigoù hag o tañsal.


ur mare evit teurel mein, hag ur mare evit o dastum, ur mare evit pokat hag ur mare evit pellaat diouzh ar pokoù,


En deiz ar mad, bez laouen, hag en deiz an dristidigezh, taol evezh; graet en deus Doue an eil evel egile, evit na gavo an den netra eus ar pezh a vo war e lerc'h.


Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.


Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.


o lavarout: Ni hon eus sonet deoc’h ar fleüt ha n’hoc’h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc’h hirvoudoù ha n’hoc’h eus ket douget kañv.


Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c’hlac’hariñ e-pad ma’z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.


He amezeien hag he c’herent, o vezañ anavezet penaos en doa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c’heñver, en em laouenajont ganti.


En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.


Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c’heuz a gas d’ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv.


Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c’hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos