Distrujañ a rejont ar c'hêrioù, pep hini a daolas mein er parkeier gwellañ d'o leuniañ, stouvañ a rejont an holl vammennoù dour, hag e tiskarjont an holl wez mat, ken na lezjont nemet mein e Kir-Haresed, a voe kelc'hiet ha pilet gant an dalmerien.
Dastumit ar bobl, santelait ar vodadenn, dastumit an henaourien, dastumit ar vugale hag ar re a zen ar vronn. Ra zeuio ar gwaz-nevez eus e gambr hag ar plac'h-nevez eus he c'hambrig.
N’en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc’h evit ur pennad, evit en em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d’ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.
Evel ma'z ae an heol da guzh, Jozue a c'hourc'hemennas diskenn anezho digant ar c'hoadoù. Taolet e voent er vougev ma oant en em guzhet; ouzh digor ar vougev e voe lakaet mein bras, hag emaint eno betek hiziv.