2 Samuel 16:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned10 Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se? Ver Capítulo |
A-hend-all, gouzout a rez ar pezh an deus graet din Joab mab Zeruja, ar pezh en deus graet da zaou benn eus arme Israel, da Abner mab Ner ha da Amasa mab Jeter, en deus lazhet o skuilhañ er peoc'h gwad ar brezel, hag o lakaat gwad ar brezel war e c'houriz en doa en-dro d'e zivgroazell ha war ar botoù en doa ouzh e dreid.
Ha bremañ, ra selaouo va aotrou roue komzoù e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhañ, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU , rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezañ staget ouzh hêrezh an AOTROU , en ur lavarout: Kae ha servij doueoù estren.