Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 17:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 17:18
29 Referencias Cruzadas  

Juda a respontas: Petra a lavarimp da'm aotrou? Penaos e komzimp? Penaos en em reishaimp? Doue en deus kavet direizhder da servijerien. Setu, ni a zo sklaved da'm aotrou, ken ni evel an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn.


Breudeur Jozef, o welout e oa marv o zad, a lavaras etrezo: Marteze Jozef en devo kasoni ouzhimp ha ne vanko ket da reiñ deomp an holl zroug hon eus graet dezhañ.


Komz a reot evel-henn da Jozef: Da bediñ a ran, pardon bremañ da'z preudeur o zorfed hag o fec'hed rak graet o deus droug dit. Da bediñ a ran, pardon bremañ o zorfed da servijerien Doue da dad. Jozef a ouelas pa voe lavaret ar c'homzoù-se.


Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?


Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezañ roue war Israel?


Met komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, den Doue, o lavarout:


Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.


Goude an traoù-mañ, mab ar vaouez mestrez an ti a gouezhas klañv, hag ar c'hleñved a voe ken grevus ma ne vanas ket a anal ennañ.


Eñ a lavaras dezhi: Ro din da vab. Hag e kemeras anezhañ eus he divrec'h, d'e gas er gambr uhel e-lec'h ma chome. E astenn a reas war e wele.


Hag e lavaras: E petra em eus pec'het, ma lakaez da servijer etre daouarn Akab, evit va lakaat d'ar marv?


Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.


Neuze e kasas etrezek ennañ un ofiser a hanterkantad gant e hanter-kant den, a bignas d'e gavout. Ha setu, en em zalc'he war lein ar menez. An ofiser a lavaras dezhañ: Den Doue, ar roue en deus lavaret: Diskenn!


Elizea a lavaras da roue Israel: Petra 'zo etre me ha te? Kae etrezek profeded da dad ha profeded da vamm! Ha roue Israel a lavaras dezhañ: Nann, rak an AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.


Neko a gasas dezhañ kannaded da lavarout: Petra 'zo etre te ha me, roue Juda? N'eo ket ouzhit em eus droug hiziv, met ouzh un ti a ra brezel din, ha Doue en deus lavaret din hastañ. Paouez eta da stourm ouzh Doue, hag a zo ganin, gant aon na zistrujfe ac'hanout.


Pegement a zireizhderioù hag a bec'hedoù am eus graet? Ro din da anavezout va drougoberoù ha va fec'hed.


Rak e skrivez em enep traoù c'hwerv, va lakaez da zougen pec'hedoù va yaouankiz,


an den-se a zegaso e wreg dirak an aberzhour hag a zezougo eviti e brof, un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) bleud heiz; ne skuilho ket warnañ eoul, ne lakaio ket ezañs ennañ, rak ur prof a warizi eo, ur prof-eñvor evit kounaat un direizhder.


Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?


hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.


Met Herodez, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ, adsavet eo a-douez ar re varv.


A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.


Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d’an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec’her on.


Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.


Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N’eo ket c’hoazh deuet va eur.


Ar wreg a yeas da gomz ouzh he gwaz o lavarout: Un den a Zoue a zo deuet da'm c'havout, e neuz a oa evel neuz un ael a-berzh Doue, spouronus-meurbet. Ne'm eus ket goulennet digantañ a-belec'h e oa, ha n'en deus ket roet din da c'houzout e anv,


Samuel a reas evel m'en doa lavaret an AOTROU , hag e teuas da Vetlehem. Henaourien kêr a zeredas spouronet dirazañ en ur lavarout: Hag e teuez evit hor mad?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos