Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 17:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Eñ a lavaras dezhi: Ro din da vab. Hag e kemeras anezhañ eus he divrec'h, d'e gas er gambr uhel e-lec'h ma chome. E astenn a reas war e wele.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 17:19
6 Referencias Cruzadas  

Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


Neuze e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, ha glac'hariñ a rafes an intañvez ma choman en he zi, en ur lakaat he mab da vervel?


Greomp, mar plij, ur gambr uhel vihan, ha lakaomp enni ur gwele, un daol, ur gador hag ur c'hantolor. Pa zeuio d'hon ti, en em denno eno.


Pignat a reas, hag e c'hourvezas anezhañ war wele den Doue, hag e serras an nor warnañ, hag ez eas er-maez.


Elizea a zeuas eta en ti, ha setu, ar bugel a oa marv ha gourvezet war e wele.


Kouezhañ a reas klañv en amzer-se hag e varvas. Goude ma voe bet gwalc’het, e voe lakaet en ur gambr uhel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos