Galated 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc’h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) an anviou, al lazerezou, ar vezventiou, an dirollou, hag an traou all euz ar seurt‐se. Lavaret a ran deoc’h en avans, evel ma em euz ive lavaret dija, penaos ar re a ra ar seurt traou‐se, na heritint ket rouantelez Doue. |
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.
Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.
Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.
Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c’hig hag ar gwad ne c’hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n’he deus ket an divreinusted da hêrezh.
Met ar pezh am eus skrivet deoc’h, eo chom hep darempredoù gant unan bennak en em c’halv breur hag a zo hudur, pe gwallc’hoantek, pe idolour, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den.
hag e lavarint da henaourien kêr: Setu hor mab a zo fall ha disent, ne sent ket ouzh hor mouezh, en em ro d'an diroll ha d'ar mezventi.
Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.
Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.
Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.