Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 21:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier; mes ar re‐ze hep‐ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 21:27
28 Referencias Cruzadas  

Bep mintin e tistrujin holl dud fall ar vro, evit tennañ kuit eus kêr an AOTROU an holl vicherourien a zireizhder.


Met bremañ pardon dezho o fec'hed. Anez, lam ac'hanon eus al levr ac'h eus skrivet.


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.


Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Mab diavaeziek ebet, diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, ned aio em santual, hini ebet eus mibien an diavaezidi a zo e-touez mibien Israel.


Gouzout a reot ez on an AOTROU ho Toue a zo o chom e Sion, menez va santelezh. Ha Jeruzalem a vo santel, hag an diavaezidi ne dremenint ken enni.


E keit hag en devo ar gouli, e vo dic’hlan. Dic’hlan eo, chom a raio e-unan, e chomlec’h a vo er-maez eus ar c’hamp.


Ha pep kaoter e Jeruzalem hag e Juda a vo santelaet evit AOTROU an armeoù. An holl re a aberzho, a zeuio da gemer diouto evit poazhañ kig enno. Ha ne vo Kananead ebet e ti AOTROU an armeoù, en deiz-se.


Mari a voe klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, hag ar bobl n'eas ket kuit, ken na voe Mari degemeret ennañ.


O c'has a reot kuit, gwaz pe gwreg, o c'has a reot er-maez eus ar c'hamp, evit na saotrint ket ar c'hamp m'emaon o chom ennañ.


Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,


Gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo hep bezañ o gwalc’het, hag e kavjont da damall.


Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù.


Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc’hoantek hag a zo un idolour, n’en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue.


Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.


ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,


Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,


Met hervez e bromesa, e c’hortozomp neñvoù nevez hag un douar nevez e-lec’h ma chomo ar reizhder.


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.


Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos