Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 13:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Baleomp gant honestis evel ma rer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, nag el lubricite nag el louzdoni, nag er chican, nag en anvi;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 13:13
42 Referencias Cruzadas  

Na vez ket gant an everien win, na gant ar re a blij dezho ober chervad,


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Bez’ e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.


Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.


Rak ar re-mañ n’int ket mezv, evel ma kredit, pa n’eo nemet an trede eur eus an deiz.


Rak pa’z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n’oc’h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?


Hogen oberoù ar c’hig a zo anat: bez’ int avoultriezh, loustoni, hudurniezh, gadaliezh,


avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc’h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh.


Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,


Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.


Lakait evezh eta ouzhoc’h hoc’h-unan d’en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,


N’en em vezvit ket gant gwin a gundu d’an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,


Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


Na rit netra dre dabut pe dre c’hloar aner, met ra sello pep hini ac’hanoc’h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.


evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n’ho po ezhomm eus tra ebet.


Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c’hoantoù a zoug d’ar warizi?


An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m’en deus kerzhet eñ e-unan.


En em laouenaet bras on o vezañ kavet meur a hini eus da vugale o kerzhout er wirionez, hervez ar gourc’hemenn hon eus resevet digant an Tad.


salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c’hig.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos