David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc'he etre an douar hag an neñvoù, gant e gleze dic'houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoù.
Daniel 8:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un tourz en em zalc'he dirak ar stêr, ha daou gorn en doa, kerniel uhel, met unan a oa uheloc'h eget egile, hag an uhelañ a oa savet da ziwezhañ. |
David a savas e zaoulagad hag a welas ael an AOTROU en em zalc'he etre an douar hag an neñvoù, gant e gleze dic'houinet en e zorn astennet war Jeruzalem. David hag an henaourien, goloet a seier, a gouezhas war o dremmoù.
Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.
Hag e paejont a-enep dezho kuzulierien evit lakaat o divizoù da c'hwitañ e-pad holl amzer Kiruz roue Persia, betek ren Dariuz roue Persia.
er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d'e holl briñsed ha d'e holl servijerien. Pennoù arme Persia ha Media, aotrounez ha priñsed ar proviñsoù a oa dirazañ.
Setu, emaon o vont da sevel ar Veded en o enep, ne vint ket dedennet gant an arc'hant, ha ne lakaint ket o flijadur en aour.
Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.
me a lavar diwar-benn Kiruz: Va mesaer eo, kas a raio da benn va holl youl, lavarout a raio da Jeruzalem: Adsavet e vi, ha d'an templ: Diazezet e vi.
Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.
hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un den gwisket gant lin, e zivgroazell gourizet gant aour Ufaz.
War da lerc'h e savo ur rouantelezh all bihanoc'h egedout, ha goude un deirvet rouantelezh a vo en arem hag a reno war an douar holl.
Ha setu ul loen all, an eil, heñvel ouzh un arzh, hag en em zalc'he war ur c'hostez. Teir c'hostezenn en doa en e c'henoù etre e zent, hag e veze lavaret dezhañ: Sav, debr kalz a gig.
Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.
Goude e savis va daoulagad hag e sellis, hag e welis un den o kaout en e zorn ur gordenn-vuzuliañ.
An ael a gomze ouzhin a zeuas er-maez hag a lavaras din: Sav da zaoulagad, ha sell ouzh ar pezh a zo aze.
Hag o sevel va daoulagad, e sellis, hag e welis div wreg oc'h en em ziskouez. Avel a oa en o eskell; divaskell o doa evel divaskell ur c'hwibon, hag e savjont an efa etre an douar hag an neñvoù.
Sevel a ris a-nevez va daoulagad hag e sellis, hag e welis pevar c'harr o tont eus etre daou venez. Ar menezioù-se a oa menezioù arem.
Balaam a savas e zaoulagad hag a welas Israel o kampiñ dre veuriad. Spered Doue a zeuas warnañ.
Hag e c’hoarvezas, evel ma oa Jozue e-kichen Jeriko, ma savas e zaoulagad ha ma sellas, ha setu: un den en em zalc'he en e sav dirazañ, e gleze dic'houinet en e zorn. Jozue a yeas d'e gavout hag a lavaras: Eus hor re ez out, pe eus hon enebourien?
Gwelout a ris o sevel eus an douar ul loen all, a oa dezhañ daou gorn heñvel ouzh re un oan hag a gomze evel un aerouant.
Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez’ en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.